Dominika (bro)
- Ur bajenn disheñvelout Dominika zo ivez.
Arabat droukveskañ gant ar Republik Dominikan.
Rann eus | Antilhez Bihanañ, Inizi an Avel, European Union tax haven blacklist, Caribbean ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1978 ![]() |
Anv ofisiel | Commonwealth of Dominica, Dominica, Commonwealth de Dominique, Dominica ![]() |
Anv er yezh a orin | Commonwealth of Dominica, Commonwealth Dominica ![]() |
Anvet diwar | Sul ![]() |
Yezh ofisiel | saozneg ![]() |
Kan broadel | Isle of Beauty, Isle of Splendour ![]() |
Sevenadur | culture of Dominica ![]() |
Testenn ar ger-stur | Apres Bondie, C'est La Ter, After God is the earth, След Бог е земята, The nature island, Wedi Duw, y Ddaear ![]() |
Kevandir | Norzhamerika ![]() |
Stad | Dominika ![]() |
Kêr-benn | Roseau ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC−04:00, Atlantic Time Zone, America/Dominica ![]() |
Lec'hiadur | Caribbean ![]() |
Daveennoù douaroniel | 15°25′0″N 61°20′0″W ![]() |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 15°23′43″N 61°14′25″W ![]() |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 15°37′48″N 61°25′48″W ![]() |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 15°12′27″N 61°21′13″W ![]() |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 15°32′16″N 61°28′47″W ![]() |
Poent uhelañ | Morne Diablotins ![]() |
Lowest point | Mor Karib ![]() |
Office held by head of state | president of Dominica ![]() |
Penn ar Stad | Charles Savarin ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Kentañ Ministr Dominika ![]() |
Penn an aotrouniezh | Roosevelt Skerrit ![]() |
Korf lezenniñ | House of Assembly of Dominica ![]() |
Central bank | Eastern Caribbean Central Bank ![]() |
Moneiz | Eastern Caribbean dollar ![]() |
A zo stok ouzh | Venezuela ![]() |
Tu bleniañ | kleiz ![]() |
Seurt lugell dredan | AC power plugs and sockets: British and related types, BS 1363 ![]() |
Raklec'hiet gant | West Indies Federation ![]() |
Yezh implijet | saozneg, saozneg, Saint Lucian Creole ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.dominica.gov.dm/ ![]() |
Hashtag | Dominica ![]() |
Domani internet | .dm ![]() |
Banniel (deskrivadur) | flag of Dominica ![]() |
Ardamezioù | coat of arms of Dominica ![]() |
Douaroniezh an danvez | geography of Dominica ![]() |
Dezverket dre | free country ![]() |
Istor | history of Dominica ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of Dominica ![]() |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Dominica ![]() |
Mobile country code | 366 ![]() |
Araogenn bellgomz ar vro | +1767 ![]() |
Niverenn bellgomz sikour | 999 ![]() |
Kod plakenn varilh | WD ![]() |
Maritime identification digits | 325 ![]() |
Arouezenn Unicode | 🇩🇲 ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Dominica ![]() |


Dominika (Dominica e saozneg, yezh ofisiel eno ; Donmnik e kreoleg dominikat ; Wai'tu kubuli e kalinago), pe Kenglad Dominika ent-ofisiel, zo un enezenn hag ur vro er Mor Karib. Unan eus Inizi an Avel eo.
Roseau eo ar gêr-benn anezhi. D'an 3 a viz Du, deiziad an dizalc'hiezh, e vez lidet ar gouel broadel.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hanter-hent emañ etre Gwadeloup ha Martinik.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Europad kentañ da zouarañ enni a voe Kristol Goulm e-pad e eil beaj e 1493.
Un drevadenn saoz eo bet, hogen dizalc'h eo abaoe 1978.
Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]71 293 a annezidi a zo e Dominika hervez niveradeg 2011[1]. E 2001, 86,8% eus ar boblañs en em zisklêrie afrikan/du, 9,1% a orin "kemmesk", 2,9% evel amerindianed (Kalinago), ha 0,8% gwenn. Kumuniezhioù bihan Indianed, Sinaiz ha Sirianed/Libaniz a zo ivez.[2],[3]
Poblañs an enezenn ne gresk ket kalz, abalamour d'an divroañ evit ul lodenn. Poblañs Kalinago, 3 000 a dud anezhi, zo unan eus poblañsoù henvroat diwezhañ ar C'harib. Bevañ a reont bremañ en ur mirva krouet a-ratozh evito e 1903, Tiriad Kalinago.[4],[5].
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An touristerezh hag al labour-douar eo an obererezhioù armerzhel pennañ. Al labour-douar, ar bananez dreist-holl, a ya d'ober 18% eus ar PDK hag a implij 28% eus an dud a vicher. Ar servijoù (an touristerezh en o zouez) a yae d'ober 58% eus ar PDK ha 40% eus an dud a vicher e 2002. Adreizhoù zo bet kaset da benn evit diorren ar servijoù arc'hant off-shore, evel inizi all ar rannvro. Ur banniel-lezober eo ivez.
Reiñ paseporzhoù Dominika d'an dud estren nann-annezidi, en eskemm ouzh 100 000 $ SUA, a vo muioc'h eget an hanter eus arc'hantaouiñ ar gouarnamant e 2023. Ment ar stignad-se en deus lakaet Breizh-Veur da adlakaat ar c'houlennoù viza evit mont e-barzh he ziriad[6].
Raktres geotermek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 2003 e vez prederiet gant gouarnamant Dominika, rannvroioù Gwadeloup ha Martinik, Ajañs Frañs an Diorren (AFD), Ajañs Frañs An Endro ha Mestroni an Energiezh (AAEME, pe ADEME e galleg) ha Burev gall an Enklaskoù Douaroniel ha Mengleuziañ (BRGM) war ur raktres kenlabour evit diorren danvezioù gertermel Dominika. Ar pal a vefe ezporzhiañ an darn vrasañ eus an tredan produet dre funioù dindanvor d'an div enezenn c'hall nes (Gwadloup ha Martinik), a zo daou greizenn beveziñ tredan o kreskiñ buan er C'harib.
E 2005 e oa bet kaset da benn ur studiadenn teknikel hag ekonomikel kentañ etre Dominika hag EDF (embregerezh tredan gall), hag ivez meur a gevredad ekonomikel all. E 2013 e oa kroget ur prantad nevez gant toullañ ar poulloù kentañ. Ar fazenn prientiñ a zlefe kas da briziañ ar produiñ ha, da c'houde, da grouiñ un uzin produiñ.
Ar rakweledennoù ekonomikel 2018 kaset da benn gant The Economist a ziskouez eo Dominika ar vro gant ar c'hresk PDK uhelañ e-keñver ar bloaz a-raok, gant ur c'hresk a 8,8%[7]..
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Rhys (1890-1979), skrivagnerez saoznek ganet e Roseau.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 2011 Population and Housing Census Report e dominica.gov.dm, Gwengolo 2011.
- ↑ 2000 Round of Population and Housing Census of the Caribbean Community e statistics.caricom.org, 2009, p. 32-40 (Chapitres 2.3 Groupe ethnique et 2.4 Appartenance religieuse).
- ↑ Statistics At a Glance 2005 e dominica.gov.dm.
- ↑ Kalinago Territory.
- ↑ L'aménagement linguistique dans le monde, CEFAN, Skol-veur Laval, 15 a viz Kerzu 2015.
- ↑ Le Bilan du Monde, Pariz, Le Monde, 2024 (ISBN 978-2-36804-159-8), p. 130.
- ↑ (en) fastest-growing and shrinking economies in 2018
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos
