Mont d’an endalc’had

Kenlabourerezh (mare brezel)

Eus Wikipedia
Haj Amin al-Husseini oc'h ober ar salud nazi e-sergwelladenniñ 13(et) rannarme meneziek SS Handschar (1 kroatian)
kenlabourerezh brezel
cooperation
Iskevrennad eusfreuzañ al lezenn, trubarderezh Kemmañ
Pleustret gantkenlabourer brezel Kemmañ

Kenlabourerezh e kenarroud ur mare brezel a vez graet eus obererezh tud ur vro o harpañ enebourien a-enep o bro dezho[1]. An istorour Gerhard Hirschfeld a embann ez eo ken kozh hag ar brezel ha dalc'herezh tiriadoù estren [2].

Breizh ha Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies ez eus bet brezel etre Breizh ha Rouantelezh Bro-C'hall. E-kerzh ar brezel etre Breizh ha Bro-C'hall e oa bet lod bretoned o sikour hag harpañ ar C'hallaoued a-benn aloubiñ Breizh ha stagañ an dugelezh ouzh rouantelezh Bro-C'hall.

D'ar 1añ a viz Gwengolo 1487, Gwitreg a oa troet a-du gant roue Bro-C'hall e-kerzh aloubadeg ar vro gant armeoù an enebour.

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez: Listenn ar Stadoù margodenn e-kerzh an Eil brezel-bed

E-kerzh an Eil Brezel-bed, ar c'henlabourerezh a oa bet lies stumm en takadoù dalc'het gant Alamagn. E lod anezho e oa ur c'henlabourerezh gant pennoù ar gouarnamantoù pe tud brudet, e lod all e oa engouestlet keodedourien e-leizh. Tud a zo chomet brudet evel kenlabourerien, evel an aktour izelvroat Johannes Heesters pe ar c'hinniger radio saoz William Joyce (an hini brudetañ e-touezh al Lord Haw-Haw).[3]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Darcy, Shane (27 a viz Kerzu 2019). "Coming to Terms with Wartime Collaboration: Post-Conflict Processes & Legal Challenges". Brooklyn Journal of International Law 45 (1): 75–76
  2. (en) Gerhard Hirschfeld : Collaboration in France: Politics and Culture During the Nazi Occupation, 1940-44, Berg Publishers, 1989 (ISBN 9780854962372)
  3. Nederlanderse-entertainer-sin-Duitsland
    (nl)
    . Die Welt (17 April 2010).